1 Samuel 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Eli a lavaras: Kae da c'hourvez, ha mard out galvet, e lavari: Komz, AOTROU , da servijer a selaou. Samuel a yeas eta da gousket en e lec'h. |
Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU, rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit na zistroint ken d'ar follentez.
Hag e lavarjont da Voizez: Komz ouzhimp te da-unan, ha ni a selaouo, met ra ne gomzo ket Doue ouzhimp gant aon na varvimp.
Neuze e klevis mouezh an Aotrou a lavare: Piv a gasin ha piv a vo va c'hannad? Hag e lavaris: Setu-me amañ, va c'has-me!
Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, den karet-mat, ra vo ar peoc'h ganit! Kalon! Kalon! Evel ma komze ouzhin e voen kreñvaet hag e lavaris: Ra gomzo va aotrou, rak va c'hreñvaet ec'h eus.
En ur grenañ ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Sav ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac’h eus d’ober.
Hag e lavaras: Nann, me eo penn lu an AOTROU , erruout a ran bremañ. Jozue a gouezhas war e zremm d'an douar, a stouas hag a lavaras: Petra a lavar va aotrou d'e servijer?
An AOTROU a zeuas hag en em zalc'has eno, hag e c'halvas evel bewech: Samuel, Samuel! Ha Samuel a lavaras: Komz, rak da servijer a selaou.
An AOTROU a c'halvas c'hoazh Samuel evit an deirvet gwech, ha Samuel a savas hag a yeas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amañ, rak va galvet ec'h eus. Eli a gomprenas e c'halve an AOTROU ar bugel.