C'hoarvezout a reas, goude an traoù-mañ, ma'c'h amprouas Doue Abraham, hag e lavaras dezhañ: Abraham! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
1 Samuel 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha neuze an AOTROU a c'halvas Samuel. Respont a reas: Setu-me amañ! |
C'hoarvezout a reas, goude an traoù-mañ, ma'c'h amprouas Doue Abraham, hag e lavaras dezhañ: Abraham! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
Met ael an AOTROU a grias dezhañ eus an neñvoù hag a lavaras: Abraham, Abraham! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
Moizez hag Aaron a voe e-touez e aberzhourien, ha Samuel e-touez ar re a c'halve e anv. Pediñ a raent an AOTROU, hag eñ a responte dezho.
An AOTROU a welas penaos en em zistroe da sellout. Doue a c'halvas anezhañ a-greiz ar vodenn o lavarout: Moizez! Moizez! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
Neuze e klevis mouezh an Aotrou a lavare: Piv a gasin ha piv a vo va c'hannad? Hag e lavaris: Setu-me amañ, va c'has-me!
O vezañ kouezhet d’an douar, e klevas ur vouezh a lavaras dezhañ: Saol, Saol, perak e heskinez ac’hanon?
Doue en deus lakaet en Iliz da gentañ an ebestel, d’an eil ar brofeded, d’an trede an doktored, goude ar re a ra mirakloù, ha goude-se ar re o deus an donezonoù da yac’haat, da sikour, da c’houarn, da gomz meur a yezh.
Hag e redas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amañ, rak va galvet ec'h eus. Hag e lavaras: Ne'm eus ket da c'halvet, kae da c'hourvez. Hag ez eas da c'hourvez.