Ro vo stlapet o mistri ouzh ar reier, neuze e vo selaouet va gerioù, rak plijus ez int.
1 Samuel 24:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a reas e klozioù deñved, tost ouzh an hent, hag e oa eno ur c'hev. Mont a reas Saül ennañ evit e ezhommoù. David hag e dud a oa e foñs ar c'hev. |
Ro vo stlapet o mistri ouzh ar reier, neuze e vo selaouet va gerioù, rak plijus ez int.
Pa voe aet kuit, ar servijerien a zeuas hag a sellas, ha setu, dorojoù ar gambr a oa morailhet. Hag e lavarjont: Moarvat emañ o c'holeiñ e dreid er gambr fresk.
Saül a zibabas tri mil den a-douez Israel. Bez' e oa daou vil gantañ e Mikmash ha war venez Betel, ha mil gant Jonatan e Gibea-Benjamin. Hag e kasas nemorant ar bobl, pep hini d'e deltenn.
Saül a savas hag a ziskennas betek gouelec'h Zif, gantañ tri mil den eus an dibab a-douez Israel, evit klask David e gouelec'h Zif.
Saül a gampas war grec'h Hakila, a-dal d'al lec'h distro, e-kichen an hent. David en em zalc'he er gouelec'h, hag e welas e teue Saül da redek war e lerc'h er gouelec'h.