1 Samuel 22:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar roue a gasas da c'hervel an aberzhour Akimelek mab Akitub hag holl diegezh e dad, an aberzhourien a oa e Nob. Hag e teujont holl da gavout ar roue. |
Dont a reas David da Nob, da gavout an aberzhour Akimelek. Spouronet e voe Akimelek, hag e redas en arbenn da Zavid hag e lavaras dezhañ: Perak ez out da-unan, ha n'eus den ganit?
en deus goulennet kuzul digant an AOTROU evitañ, hag en deus roet dezhañ boued ha kleze Goliad ar Filistin.