Moizez a ziskennas eus ar menez da gavout ar bobl. Santelaat a reas ar bobl hag e walc'hjont o dilhad.
1 Samuel 21:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a respontas d'an aberzhour o lavarout dezhañ: A-dra-sur, ar merc'hed a zo bet pell diouzhimp abaoe dec'h hag an deiz a-raok, pa'z on aet kuit. Listri va zud a zo glan, ha mard eo kement-se dic'hlan, santelaet e vo hiziv dre al listri. |
Moizez a ziskennas eus ar menez da gavout ar bobl. Santelaat a reas ar bobl hag e walc'hjont o dilhad.
Bez’ e vint evit Aaron hag e vibien, hag o debriñ a raint el lec’h santel, rak e vo un dra santel-meurbet e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Ur reolenn beurbadus eo.
eus paner ar bara hep goell a oa dirak an AOTROU e kemeras ur wastell hep goell, ur wastell bara eoulek hag ur vignezenn, hag e lakaas anezho war al lard ha war ar skoaz dehou.
Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,
N’en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc’h evit ur pennad, evit en em reiñ d’ar yun ha d’ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d’ho temptañ dre ho tiouer a vestroni.
Rak gwelloc’h eo gouzañv, mar d-eo bolontez Doue, oc’h ober ar mad eget oc’h ober an droug.