Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ur pod, laka ennañ un omer leun a vann, ha laka anezhañ dirak an AOTROU da vezañ miret a rummadoù da rummadoù.
1 Samuel 17:54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a gemeras penn ar Filistined hag e gasas da Jeruzalem, hag e lakaas e armoù en e deltenn. |
Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ur pod, laka ennañ un omer leun a vann, ha laka anezhañ dirak an AOTROU da vezañ miret a rummadoù da rummadoù.
Mibien Israel a zistroas eus redek war-lerc'h ar Filistined, hag e preizhataas o c'hamp.
Pa welas Saül David o vont a-ziarbenn d'ar Filistin, e lavaras da Abner penn e arme: Abner, da biv eo mab an den yaouank-se? Hag Abner a respontas: Ken gwir ha ma vev da ene, o roue, n'ouzon ket.
Pa zistroas David eus lazhañ ar Filistin, Abner en kemeras hag en kasas da Saül, gant penn ar Filistin en e zorn.
An aberzhour a lavaras: Setu kleze Goliad ar Filistin, an hini ac'h eus lazhet e traonienn an dervenn; paket eo en un dilhad a-drek an efod, ma fell dit, kemer-eñ evidout, rak n'eus amañ hini all ebet nemet hemañ. David a lavaras: N'eus ket eveltañ, ro-eñ din.