Saül hag int hag holl dud Israel a oa e traonienn an dervenn, oc'h ober brezel a-enep ar Filistined.
1 Samuel 17:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül ivez ha tud Israel en em zastumas hag a gampas e traonienn an dervenn; hag en em renkjont evit ar brezel a-enep ar Filistined. |
Saül hag int hag holl dud Israel a oa e traonienn an dervenn, oc'h ober brezel a-enep ar Filistined.
Ar Filistined a oa war ur menez eus un tu, an Israeliz a oa war ur menez eus an tu all, hag edo an draonienn etrezo.
David a savas hag a dec'has en deiz-se a-zirak Saül, hag ez eas da gavout Akish roue Gad.
An aberzhour a lavaras: Setu kleze Goliad ar Filistin, an hini ac'h eus lazhet e traonienn an dervenn; paket eo en un dilhad a-drek an efod, ma fell dit, kemer-eñ evidout, rak n'eus amañ hini all ebet nemet hemañ. David a lavaras: N'eus ket eveltañ, ro-eñ din.