tremenet o deus an ode, kousket o deus e Geba, aon he deus bet Rama, tec'het he deus Gibea-Saül.
1 Samuel 13:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül, e vab Jonatan, hag ar bobl en em gave ganto, en em zalc'he e Gibea-Benjamin, hag a Filistined a oa o kampiñ e Mikmash. |
tremenet o deus an ode, kousket o deus e Geba, aon he deus bet Rama, tec'het he deus Gibea-Saül.
Saül a zibabas tri mil den a-douez Israel. Bez' e oa daou vil gantañ e Mikmash ha war venez Betel, ha mil gant Jonatan e Gibea-Benjamin. Hag e kasas nemorant ar bobl, pep hini d'e deltenn.
Jonatan a gannas gwarded ar Filistined a oa e Geba, hag ar Filistined a glevas kement-se. Saül a reas seniñ ar shofar dre an holl vro en ur lavarout: Ra selaouo an Hebreed!
Saül en em zalc'he er penn all eus Gibea dindan ar c'hreunavalenn a oa e Migron, hag ur bobl en em gave gantañ, war-dro c'hwec'h kant den anezho.