Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, chomit aze ha gwelit ar silvidigezh a vo roet deoc'h hiziv gant an AOTROU , rak an Ejipsianed a welit hiziv, ne welot anezho mui biken.
1 Samuel 12:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha bremañ en em zalc'hit ha gwelit an dra vras ez a an AOTROU d'ober dirak ho taoulagad. |
Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, chomit aze ha gwelit ar silvidigezh a vo roet deoc'h hiziv gant an AOTROU , rak an Ejipsianed a welit hiziv, ne welot anezho mui biken.
Evel-se Israel a welas an dorn kreñv en doa displeget an AOTROU a-enep an Ejipsianed. Hag ar bobl a zoujas an AOTROU , hag e kredjont en AOTROU hag e Moizez e servijer.
Bremañ en em zalc'hit amañ, hag e varnin ac'hanoc'h dirak an AOTROU diwar-benn an holl vadoberoù en deus graet an AOTROU deoc'h ha d'ho tadoù.
Samuel a lavaras da Saül: Paouez! Hag e tisklêrin dit ar pezh en deus lavaret an AOTROU din en noz-mañ. Hag e lavaras dezhañ: Komz!