Pa welas Rachel ne roe ket a vugale da Jakob, he doe gwarizi ouzh he c'hoar hag e lavaras da Jakob: Ro din bugale, pe anez e varvin!
1 Samuel 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag he c'hevezerez he glac'hare c'hwerv bras evit he fuloriñ, dre m'en doa serret an AOTROU he mammog. |
Pa welas Rachel ne roe ket a vugale da Jakob, he doe gwarizi ouzh he c'hoar hag e lavaras da Jakob: Ro din bugale, pe anez e varvin!
Ar reuzeudig en deus gwir da druez e vignon, zoken pa en defe dilezet doujañs an Holl-C'halloudeg.
Ne gemeri ket ur wreg gant he c’hoar, evit kreskiñ ur gasoni o tizoleiñ he noazhder e-kichen da wreg e-pad he buhez.
Hag e lavaras d'he zad: Ro din kement-mañ: Lez ganin daou viz, mont a rin, diskenn a rin dre ar menezioù, hag e ouelin war va gwerc’hded gant va mignonezed.
Hag evel-se e rae-eñ bep bloaz. Bep gwech ma pigne Anna da di an AOTROU , Penina a rae poan dezhi en hevelep doare. Hag Anna a ouele ha ne zebre netra.
Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU , va c'horn a zo savet gant an AOTROU , va genoù a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh.