Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.
1 Samuel 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma kendalc'he he fedenn dirak an AOTROU , Eli a sellas ouzh he genoù. |
Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.
o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,
Anzavit ho faotoù an eil d’egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac’haet. Pedenn c’hredus an den reizh he deus ur galloud bras.
Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn.
Anna a gomze en he c'halon, o fiñval hepken he muzelloù, ha ne veze ket klevet he mouezh. Eli a gredas eta e oa mezv.