Pa welas Rachel ne roe ket a vugale da Jakob, he doe gwarizi ouzh he c'hoar hag e lavaras da Jakob: Ro din bugale, pe anez e varvin!
1 Samuel 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hi eta, an ene leun a c’hwervder, a bedas an AOTROU , o skuilhañ kalz a zaeroù. |
Pa welas Rachel ne roe ket a vugale da Jakob, he doe gwarizi ouzh he c'hoar hag e lavaras da Jakob: Ro din bugale, pe anez e varvin!
Dont a rejont betek leur Atad, en tu all d'ar Jordan, hag e rejont hirvoudoù bras ha dreistmuzul. Jozef a reas evit e dad ur c'hañv a seizh devezh.
Evel ma echue da gomz, e voe gwelet mibien ar roue oc'h erruout, hag e savjont o mouezh hag e c'harmjont. Ar roue ivez hag e holl servijerien a ouelas dourek.
Hag Hushai a lavaras: Anavezout a rez da dad hag e dud, tud kadarn ez int, o c'halon a zo c'hwerv, evel un arzhez a vefe kemeret he reoù vihan diganti er parkeier. Ha da dad a zo un den a vrezel na dremeno ket an noz gant ar bobl.
hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.
Aet eo skuizh va ene gant ar vuhez, lezel a rin va c'hlemm da vont, komz a rin e c'hwervoni va ene.
Setu perak ne zalc'hin ken va genoù, komz a rin en anken va spered, klemm a rin e c'hwervded va ene.
Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.
Ar galon a anavez he c’hwervoni dezhi hec'h-unan, hag unan all n'en devo ket lod en he levenez.
Petra a lavarin? Komzet en deus ouzhin, hag eñ eo en deus henn graet. Kerzhout a rin uvel e-pad va bloavezhioù e c'hwervded va ene.
Rak an AOTROU en deus da c'halvet evel ur vaouez dilezet ha glac'haret en he spered, evel ur wreg a yaouankiz a vefe bet kaset kuit, eme da Zoue.
Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d'ho lorc'h, hag e ouelo va lagad, o teuziñ e daeroù, dre ma vo kaset tropell an AOTROU en dalc'hidigezh.
Na ouelit ket war an hini a zo marv, na hirvoudit ket evitañ, met gouelit, gouelit war an hini a ya kuit, rak ne zistroio ket ha n'adwelo ket bro e c'hanedigezh.
Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc’h, hag e teuas dezhañ ur c’hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,
Ar bobl a zeuas da Vetel, hag e chomjont eno betek an noz dirak Doue. Sevel a rejont o mouezh o ouelañ dourek
Hi a lavaras: Na'm anvit ket Naomi, met va anvit Mara, rak an Holl-C'halloudeg en deus va leuniet a c'hwervder.
Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn.
Goude bezañ debret hag evet e Silo, Anna a savas. Eli an aberzhour a oa azezet war e gador e-kichen unan eus peulioù templ an AOTROU .