1 Rouaned 7:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez' e oa teir renkad prenestroù, ur prenestr ouzh ur prenestr all, teir gwech. |
Lakaet e voe ur goloadur sedrez a-us d'ar c'hambroù a oa war ar peulioù, pemp ha daou-ugent anezho, pemzek dre bep renkad.
An holl zorojoù hag ar postoù a oa gant koadajoù karrezek, ha pep prenestr a oa a-dal d'ur prenestr all, teir gwech.
ober a rin da granelloù gant rubiz, da zorojoù gant mein-granat, da holl vogerioù gant mein prizius.
Bez' e oa prenestroù kaelet ouzh ar c'hambroù hag ouzh o fostoù, en diabarzh eus an nor, tro-dro. Bez' e oa prenestroù ivez ouzh ar porzhioù, tro-dro, en diabarzh. Ha war ar postoù e oa palmezennoù.
He frenestroù, he forzhioù hag he falmezennoù o doa an hevelep muzul hag an nor a selle etrezek ar sav-heol. Hag e oa seizh derez da bignat eno, ar porzh o vezañ dirazo.
Hag e oa prenestroù outi hag ouzh he forzhioù, tro-dro, heñvel ouzh ar prenestroù diagent. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent.
He c'hambroù, he fostoù hag he forzhioù o doa an hevelep muzulioù. Hag e oa prenestroù ouzh an nor-se hag ouzh ar porzhioù, tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent.
He c'hambroù, he fostoù hag he forzhioù o doa an hevelep muzulioù. Hag e oa prenestroù ouzh an nor-se hag ouzh ar porzhioù, tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent.
hag he c'hambroù, he fostoù, he forzhioù, hag he frenestroù tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent.
Hag e oa ivez prenestroù kaelet ha palmezennoù ouzh un tu hag ouzh an tu all eus kostezioù ar porzh, hag ouzh kambroù-kostez an ti, gant prennoù-koad.