Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 6:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ober a reas d'an ti prenestroù gant sternioù enk.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 6:4
6 Referencias Cruzadas  

Ar porched, dirak templ an ti, en doa ugent ilinad hirder, hervez ledander an ti, ha dek ilinad ledander dirak an ti.


Bez' e oa teir renkad prenestroù, ur prenestr ouzh ur prenestr all, teir gwech.


Va muiañ-karet a zo evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez. Setu, en em zalc'h a-drek hor mogerioù, emañ o sellout dre ar prenestroù, oc'h evezhiañ dre ar gael.


Bez' e oa prenestroù kaelet ouzh ar c'hambroù hag ouzh o fostoù, en diabarzh eus an nor, tro-dro. Bez' e oa prenestroù ivez ouzh ar porzhioù, tro-dro, en diabarzh. Ha war ar postoù e oa palmezennoù.


ar postoù, an treuzoù, ar prenestroù kaelet, ar pondalezioù tro-dro, en o zri estaj a-dal d'an treuzoù, a oa goloet gant ul lambrusk-koad tro-dro, adalek an douar betek ar prenestroù. Serret e oa ar prenestroù.


Hag e oa ivez prenestroù kaelet ha palmezennoù ouzh un tu hag ouzh an tu all eus kostezioù ar porzh, hag ouzh kambroù-kostez an ti, gant prennoù-koad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos