Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 6:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Hag e savas ouzh moger an ti, tro-dro, estajoù da c'hronnañ mogerioù an ti, an templ hag ar santual; evel-se e reas kambroù-kostez tro-war-dro.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 6:5
26 Referencias Cruzadas  

Lakaat a reas, war ugent ilinad e foñs an ti, plenk sedrez, kenkoulz war al leur ha war ar mogerioù, hag e reas en diabarzh eus al lec'h-se ar santual, al lec'h santel-meurbet.


Ouzh digor ar santual e reas un nor gant div stalaf e koad olivez. Ar gourin hag ar postoù a oa eus ur pempvet eus ar c'hostez.


Ledander an estaj-traoñ a oa pemp ilinad, an hini kreiz c'hwec'h ilinad, an trede seizh ilinad, rak graet en doa rizennoù strizh er-maez ouzh an ti, tro-dro, evit ma n'aje ket an treustoù e mogerioù an ti.


rak o lec'h a oa bezañ e-kichen mibien Aaron evit servij ti an AOTROU ; karget e oant eus al leurennoù hag eus ar c'hambroù, eus glanidigezh an holl draoù santel, eus labour ar servij e ti Doue,


David a roas da Salomon e vab skouer ar porched, ar savadurioù, ar c'hambroù-teñzor, ar c'hambroù uhel, ar c'hambroù-diabarzh hag al lec'h-a-drugarez;


Rak ar pevar fenn-porzhier o doa en o c'harg da eveshaat war ar c'hambroù ha war deñzorioù ti Doue. Levited e oant.


Ezekiaz a lavaras kempenn kambroù e ti an AOTROU, hag e voent kempennet.


ar c'hantolorioù, gant o lampoù aour glan, evit enaouiñ dirak ar santual hervez urzh,


An aberzhourien a zougas arc'h emglev an AOTROU d'e lec'h, e santual an ti, d'al lec'h santel-meurbet, dindan eskell ar cherubined.


Ar barennoù a oa hir en doare ma veze gwelet o fennoù a-raok an arc'h dirak ar santual, met ne vezent ket gwelet a-ziavaez. Hag ez int eno betek hiziv.


karget e oamp da zegas d'an aberzhourien e kambroù ti hon Doue, tammoù kentañ hon toaz, hor profoù savet, frouezh eus an holl wez, gwin, eoul, hag hor boa da zegas d'al Levited deog hon douar, rak al Levited a gemer an deog diwar an holl gêrioù eus hor gounidigezh.


Lakaet e voe en deiz-se tud war ar c'hambroù evit an teñzorioù, evit ar profoù savet, evit ar frouezh kentañ, hag evit an deogoù, da zastum enno eus tiriadoù ar c'hêrioù, al lodennoù merket gant al lezenn evit an aberzhourien hag evit al Levited. Rak Juda a voe el levenez en abeg d'an aberzhourien ha d'al Levited a oa eno,


Selaou mouezh va goulennoù pa grian dit, pa savan va daouarn etrezek da santual.


Me en em gavo eno ganit; hag e lavarin dit, diwar-c'horre al lec'h-a-drugarez a-douez an daou cherubin a vo war arc'h an Testeni, kement holl a c'hourc'hemennin dit evit mibien Israel.


Va sach war da lerc'h ha redomp! Ar roue en deus degaset ac'hanon en e gambroù. Ni a drido hag a laouenaio ennout. Muioc'h eget ar gwin e veulimp da garantez. Reizh eo da garout.


Kae da di ar Rekabiz ha komz outo; o degas a ri da di an AOTROU, en unan eus ar c'hambroù, hag e kinnigi dezho gwin da evañ.


hag o degaset em eus da di an AOTROU, e kambr mibien Hanan, mab Jigdalia, den a Zoue, an hini a oa e-kichen kambr ar pennoù, a-us da gambr Maaseja mab Shallum, diwaller an treuzoù.


Hag e kasas ac'hanon d'al leurenn diavaez, ha setu e oa kambroù hag ur pavezad lakaet tro-dro d'al leurenn. Tregont kambr a oa ouzh ar pavezad.


Er-maez eus an nor diabarzh e oa kambroù ar ganerien, el leurenn diabarzh, ouzh kostez dor an hanternoz o sellout etrezek ar c'hreisteiz. Unan all a oa ouzh kostez dor ar sav-heol o sellout etrezek an hanternoz.


Hag e vuzulias, e diaraog an templ, e hirder, ugent ilinad, e ledander, ugent ilinad, hag e lavaras din: Emañ Sant ar sent el lec'h-mañ.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.


Pa'z ae Moizez e-barzh teltenn an engalv evit komz, e kleve ur vouezh o komz outañ dreist al lec'h-a-drugarez a oa war arc'h an Testeni, a-douez an daou cherubin. Hag e komze gantañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos