Pa vo peurechu da zeizioù ha ma vi kousket gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, an hini a zeuio eus da gorf, ha me a startaio e ren.
1 Rouaned 7:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Sevel a reas ar c'holonennoù e porched an templ, ar golonenn dehou a anvas Jakin, hag ar golonenn gleiz a anvas Boaz. |
Pa vo peurechu da zeizioù ha ma vi kousket gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, an hini a zeuio eus da gorf, ha me a startaio e ren.
Ar porched, dirak templ an ti, en doa ugent ilinad hirder, hervez ledander an ti, ha dek ilinad ledander dirak an ti.
Al leurenn vras he doa ivez, tro-dro, teir renkad mein-ben hag ur renkad treustoù sedrez, evel leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, hag evel porched an ti.
Hag e savas ar c'holonennoù dirak an templ, unan a-zehou hag eben a-gleiz. An hini dehou a anvas Jakin, hag an hini gleiz Boaz.
pevar c'hant greunadez evit an div roued, div renk greunadez da bep roued, evit goleiñ div volzenn an togennoù a oa war benn ar c'holonennoù,
Lavaret e vo ac'hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d'an AOTROU hepken. Dezhañ e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outañ.
Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc’h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec’h ar marv ne drec’hint ket anezhi.
ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.
Gant an hini a drec’ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.
Neuze he mamm-gaer a lavaras dezhi: Pelec'h ec'h eus tañvouezet hiziv, ha pelec'h ec'h eus labouret? Ra vo benniget an hini en deus taolet evezh ouzhit! Hag e tisklêrias d'he mamm-gaer e ti piv he doa labouret, hag e lavaras: An den e ti piv em eus labouret hiziv a zo anvet Boaz.