Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 7:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Al leurenn vras he doa ivez, tro-dro, teir renkad mein-ben hag ur renkad treustoù sedrez, evel leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, hag evel porched an ti.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 7:12
9 Referencias Cruzadas  

Ar porched, dirak templ an ti, en doa ugent ilinad hirder, hervez ledander an ti, ha dek ilinad ledander dirak an ti.


Sevel a reas ivez leurenn an diabarzh, gant teir renkad mein-ben hag ur renkad treustoù sedrez.


Ha warno e oa mein talvoudus, benet hervez ar muzulioù dereat, ha koad sedrez.


Ober a reas ur porched gant peulioù, en doa hanter-kant ilinad hirder ha tregont ilinad ledander, hag ur porched all dirazo, ha peulioù, hag ur menk-ti dirazo.


Sevel a reas aoterioù da holl arme an neñvoù war an div leurenn eus ti an AOTROU.


Ober a reas leurenn an aberzhourien, al leurenn vras, hag an dorojoù evit al leurenn-se, hag e c’holoas gant arem an dorojoù-se.


Evel ma kerzhe Jezuz en templ dindan porched Salomon,


Evel na guitae ket Pêr ha Yann an den kamm a oa bet yac’haet, an holl bobl souezhet a zeredas d’o c’havout d’ar porched anvet Salomon.


Kalz a virakloù hag a vurzhudoù en em rae e-touez ar bobl dre zaouarn an ebestel. Bez’ e oant holl a-unvan dindan porched Salomon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos