Mont a reas hag e kavas ar c'horf astennet war an hent, hag an azen hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Al leon n'en doa ket debret ar c'horf na diframmet an azen.
1 Rouaned 17:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evañ a ri eus ar froud, hag em eus roet urzh d'ar brini da vagañ ac'hanout eno. |
Mont a reas hag e kavas ar c'horf astennet war an hent, hag an azen hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Al leon n'en doa ket debret ar c'horf na diframmet an azen.
Kae ac'hann, tro etrezek ar sav-heol, ha kuzh e-kichen froud Kerid, a zo a-dal d'ar Jordan.
Hag ez eas eta, hag e reas hervez komz an AOTROU. Mont a reas hag e chomas e-kichen froud Kerid, a zo a-dal d'ar Jordan.
Sav, kae da Sarepta, a zo da Sidon, ha chom eno. Setu em eus roet urzh d'ur vaouez intañvez da vagañ ac'hanout eno.
Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,
Piv a fich d'ar vran he boued pa gri e re vihan etrezek Doue ha pa nijont amañ hag ahont hep netra da zebriñ?
An AOTROU a reas d'ur pesk bras en em gavout eno evit lonkañ Jonaz. Ha Jonaz a voe e kof ar pesk e-pad tri devezh ha teir nozvezh.
Kemer ar wialenn ha dastum ar vodadenn, te hag Aaron da vreur, komzit ouzh ar roc'h dirazo, hag e roio he dour. Ober a ri d'an dour mont er-maez eus ar roc'h evito, hag e roi da evañ d'ar vodadenn ha d'o loened.
Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue.