Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 17:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Sav, kae da Sarepta, a zo da Sidon, ha chom eno. Setu em eus roet urzh d'ur vaouez intañvez da vagañ ac'hanout eno.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 17:9
11 Referencias Cruzadas  

Mont a reas da gerc'hat, met eñ a c'halvas anezhi hag a lavaras: Mar plij, kemer ez torn un tamm bara evidon.


Evañ a ri eus ar froud, hag em eus roet urzh d'ar brini da vagañ ac'hanout eno.


Neuze komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ o lavarout:


Hag e sellas, ha setu e oa e-kichen e benn ur wastell poazet gant glaou hag ur picher dour. Debriñ a reas hag evañ hag e c'hourvezas adarre.


Hag an harluidi-se, arme mibien Israel, a berc'henno ar pezh a zo d'ar Gananeiz betek Sarepta, hag an harluidi eus Jeruzalem a zo e Sefarad a berc'henno kêrioù ar c'hreisteiz.


Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta e bro Sidon.


Met an teñzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Zoue ha nann deomp-ni.


An AOTROU a lavaras da C'hedeon: Ar bobl a zo ganit a zo re niverus evit ma lakafen Madian en o daouarn; Israel a dennfe gloar em enep en ur lavarout: Va dorn eo en deus va dieubet!


An AOTROU a lavaras da C'hedeon: Ar bobl a zo c'hoazh re niverus; laka anezho da ziskenn betek an dour, hag eno me a zispartio anezho; an hini ma lavarin dit: Hemañ a yelo ganit, a yelo, hag an hini ma lavarin dit: Hemañ ned aio ket ganit, ned aio ket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos