David hag holl di Israel a c'hoarie dirak Doue gant pep seurt binvioù koad siprez, gant telennoù, gant lourennoù, gant taboulinoù, gant sistroù ha gant simbalennoù.
1 Rouaned 10:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gant ar c'hoad santal-se e reas ar roue balustroù evit ti an AOTROU hag evit ti ar roue, ha telennoù ha lourennoù evit ar ganerien. Ha ne zeuas ken evel ar c'hoad santal-se, ha ne voe ken gwelet betek hiziv. |
David hag holl di Israel a c'hoarie dirak Doue gant pep seurt binvioù koad siprez, gant telennoù, gant lourennoù, gant taboulinoù, gant sistroù ha gant simbalennoù.
Listri Hiram, o doa degaset aour eus Ofir, a zegasas ivez eus Ofir koad santal ha mein prizius e-leizh.
Ar roue Salomon a roas da rouanez Seba kement a c'hoantaas, ar pezh a c'houlennas, hag ouzhpenn-se e roas dezhi profoù evel ma c'helle reiñ ar roue Salomon. Hag e tistroas hag ez eas d'he bro, hi hag he servijerien.
pevar mil evel porzhierien, pevar mil evit meuliñ an AOTROU gant binvioù en deus graet David evit meuliñ.
Gant ar c'hoad santal-se e reas ar roue skalieroù evit ti an AOTROU hag evit ti ar roue, ha telennoù ha lourennoù evit ar ganerien. Ne oa ket bet gwelet diagent reoù heñvel e bro Juda.