Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaras da Sarai e wreg: Setu, gouzout a ran ez out ur wreg koant
1 Rouaned 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar plac'h yaouank a oa kaer-meurbet, hag e reas war-dro ar roue hag en servijas, met ar roue n'hec'h anavezas ket. |
Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaras da Sarai e wreg: Setu, gouzout a ran ez out ur wreg koant
Hag e voe klasket ur plac'h yaouank kaer dre holl zouar Israel, hag e voe kavet Abishag, ur Sunamitez, a voe degaset d'ar roue.
Adonija mab Hagid en em uhelaas o lavarout: Me a reno! Hag e pourvezas kirri, marc'hegerien hag hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.
Hag e lavaras: Da bediñ a ran, lavar d'ar roue Salomon, rak ne zistroio ket diouzh da zremm, ma roio Abishag ar Sunamitez da wreg din.
Hogen n’anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab kentañ-ganet, hag e roas dezhañ Jezuz da anv.