1 Rouaned 1:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lazhet en deus ejened, leueoù lart ha deñved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, an aberzhour Abiatar, ha Joab penn an arme, met n'en deus ket pedet Salomon da servijer. |
Ha te, o roue va aotrou, daoulagad holl Israel a zo warnout, evit ma tisklêri d'ar bobl piv a vo azezet war dron ar roue va aotrou war e lerc'h.
Rak diskennet eo hiziv, lazhet en deus ejened, leueoù lart ha deñved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, pennoù an arme, hag an aberzhour Abiatar. Ha setu, emaint e tebriñ hag oc'h evañ dirazañ, hag e lavaront: Ra vevo ar roue Adonija!
Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d’ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d’an eured.