Bremañ eta, va Doue, sav ha deus da lec'h da ziskuizh, te hag arc'h da nerzh. AOTROU Doue, ra vo da aberzhourien gwisket a silvidigezh, ha ra laouenaio da re garet mat en o eurvad.
1 Pêr 5:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) C’houi ive evel‐se, tud yaouank, en em zoumetit d’ar re ancien, hag o plega holl an eil d’egile, en em viskit a humilite; rag Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes ober a ra trugarez d’ar re a zo humbl. |
Bremañ eta, va Doue, sav ha deus da lec'h da ziskuizh, te hag arc'h da nerzh. AOTROU Doue, ra vo da aberzhourien gwisket a silvidigezh, ha ra laouenaio da re garet mat en o eurvad.
Pa vo izelaet unan bennak ha pa lavari: Ra vo savet! Saveteiñ a raio an hini en devo e zaoulagad izelaet.
An AOTROU a zo savet uhel, hag e wel an hini a zo izel, hag ec'h anavez a bell an hini en em sav.
rak gwelloc'h eo e vefe lavaret dit: Pign amañ, eget bezañ izelaet dirak ar priñs en deus da zaoulagad gwelet.
Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.
Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.
Holl briñsed ar mor a ziskenno diwar o zron, lemel a raint o mantilli, hag e tiwiskint o dilhad a vroderezh. Hag e wiskint ar spont, hag ec'h azezint war an douar, ha da bep mare e krogo ar spont enno; skoet e vint gant an aon en abeg dit.
Goude bezañ trec'het ar maread, e galon a c'hwezo. Lakaat a raio milieroù da gouezhañ, met ne vo ket kreñvaet a gement-se.
Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.
Met ne vo ket evel-se etrezoc’h. Mat ra vo an hini brasañ en ho touez evel an hini bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij.
E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc’h en em enoriñ an eil egile.
Na rit netra dre dabut pe dre c’hloar aner, met ra sello pep hini ac’hanoc’h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan.
Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,
Na groz ket rust an den oadet, met ali anezhañ evel un tad, an dud yaouank evel breudeur,
Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc’h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c’hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic’hounid deoc’h.
Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.
A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,
Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c’hig, c’hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c’hig en deus paouezet da bec’hiñ,