Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a‐gleiz: Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez;
Sant Marc 9:44 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned en tan ne voug biken, e pelec’h o freñv ne varv ket hag an tan ne voug ket. |
Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a‐gleiz: Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez;
He groe a zo ganthan en he zorn, hag e netaio ervad he leur, hag e tastumo he winiz er c’hreuniel; mes lakaad a rai ar pell da zevi en eun tan ha na varvo ket.
Mar gra da zorn d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan; gwell eo d’id antren monz er vuez, eget kaout da zaou zorn, ha mond en ifern, en tan ha na varvo biken,
Ha mar gra da droad d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan; gwell eo d’id antren er vuez, o kaoud eun troad hep‐ken, eget kaoud da zaou droad, ha beza taolet en ifern, en tan ha na varv, ket,
Souffr a raint ho funition, eur gollidigez eternel, pell euz a brezans an Aotrou, hag euz ar gloar euz he c’halloud;
hennes a evo ive ar gwin euz a goler Doue, gwin pur preparet er c’halir euz he goler, hag e vezo tourmantet en tan hag er soufr, dirag an elez santel, ha dirag an Oan.
Hag an diaoul, pehini a dromple anezhe, a oe taolet el lenn a dan hag a soufr, en pe leac’h ema al loen hag ar fals‐profet; hag e vezint tourmantet noz‐deiz, da virviken.
Mes, evit ar re aounic, ar re difeiz, ar re abominabl, ar muntrerien, an dud lubric, an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn ardant a dan hag a soufr; he‐man eo an eil maro.