Hag evel ma oant o tibri, Jesus a gemeraz bara, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz d’he ziskibien, en eur lavaret: Kemerit, debrit, he‐man eo va c’horf.
Sant Marc 8:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e c’hourc’hemenaz d’ar bobl azeza var an douar; hag, o veza kemeret ar seiz bara, ha rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he ziskibien da zistribui; hag e tistribujont anezhe d’ar bobl. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war an douar, e kemeras ar seizh bara hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien evit m’o lodennjent. Hag o lodennjont d’ar bobl. |
Hag evel ma oant o tibri, Jesus a gemeraz bara, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz d’he ziskibien, en eur lavaret: Kemerit, debrit, he‐man eo va c’horf.
Ha pa doriz ar seiz bara evit ar pevar mil den, ped panerad leun a dammou ho poa‐hu dastumet?
Beza ho doa ive eun neubeut peskedigou; ha Jesus, o veza rentet grasou, a lavaraz lakaad anezhe ive dirazhe.
Eürus ar zervicherien‐ze a vezo kavet gant ho Aotrou, o veilla pa erruo er gear! E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a rai he c’houriz en‐dro dezhan, ober a rai dezhe azeza ouz taol, hag e teuio he‐unan d’ho zervicha.
Ha pa edo ganthe ouz taol, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou; hag, o veza torret anezhan, hen roaz dezhe.
(koulskoude bagou all a oa erruet euz a Diberiad, tost d’al leac’h en pehini ho doa debret bara, goude m’hen doe an Aotrou rentet grasou);
An hini a observ an deveziou, a observ anezhe, abalamour d’an Aotrou; hag an hini na observ ket anezhe, n’ho observ ket, abalamour d’an Aotrou; an hini a zebr a bep seurt, a zebr, en doujans an Aotrou, rag trugarekaad a ra Doue; hag an hini na zebr ket a bep seurt, evit an Aotrou eo ne zebr ket, hag e rent ive grasou da Zoue.
Ha kement tra a reot, dre gomzou pe dre oberou, grit pep tra en hano an Aotrou Jesus, o trugarekaad Doue an Tad dreizhan.