Rag euz ar galon eo e teu ar sonjezonou fall, al lazerezou, an avoultriajou, al libertinach, al laeronsiou, ar fals testeniou, ar blasphemou.
Sant Marc 7:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag a ziabarz, da lavaret eo, euz a galon an dud, eo e teu ar zonjezonou fall, an avoultriachou, al libertinach, Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezh, ar gastaouerezh, ar muntroù, |
Rag euz ar galon eo e teu ar sonjezonou fall, al lazerezou, an avoultriajou, al libertinach, al laeronsiou, ar fals testeniou, ar blasphemou.
al lazerezou, al laeronsiou, an avaristed, ar fallenteziou, an dromplerez, al lubricite, ar zellou leun a anvi, an drouk‐komzou, an ourgouil, ar follentez.
Hag hen a lavaraz dezhe: Evidoc’h‐hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud; mes Doue a anavez ho calonou; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue.
Ma’z pije miret anezhan, daoust ha ne oa ket d’id? ha pa ez poa hen gwerzet, daoust hag ar priz ne oa ket en da c’halloud? Penaos ec’h euz‐te sonjet en da galon ober ar pez ec’h euz great? N’e ket d’an dud ec’h euz lavaret gaou, mes da Zoue.
Bez keuz eta euz da fallagriez, ha ped Doue, evit ma vezo pardonet d’id, mar d’eo possubl, ar sonjezon‐ze euz da galon.
Rag pa edomp er c’hig, gwall‐ioulou ar pec’hejou, o kemer nerz dre al lezen, a laboure en hon izili, en hevelep doare ma tougent frouez d’ar maro.
Mes ar pec’hed, o veza kemeret occasion euz ar gourc’hemen, hen deuz lakeat enoun a bep seurt gwall‐ioulou. Rag anez al lezen, ar pec’hed a zo maro.
Lakit eta da vervel en hoc’h izili kement a zo euz an douar, al lubricite, an impurete, ar gwall‐ioulou, an deziriou fall, hag an avaristed, pehini a zo eun idolatriach;
Rag ni ive, a oa gwech‐all diskiant, dizent, dihenchet, pleget dindan gwall‐ioulou ar c’horf, ha kement tra a roe plijadur, o veva er fallentez hag en anvi, dign a gassoni, ha leun a gassoni an eil a‐enep egile.
ha na rit‐hu ket a zifferans enoc’h hoc’h‐unan, ha n’oc’h‐hu ket deuet da veza barnerien hag ho deuz sonjezonou fall?