Sant Marc 5:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus o veza adare treuzet ar mor er vag hag eat d’an tu all, eur foul braz a dud en em zastumaz en dro dezhan, hag hen a oa tost d’ar mor. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz o vezañ adarre treuzet ar mor er vag hag aet d’an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhañ. Tost d’ar mor e oa. |
Jesus a gommansaz adare da gelen e‐tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi,
Hag o veza kasset kuit ar bobl, e kasjont Jesus ganthe evel ma oa er vag; ha bez’ e oa ive bagou bihan all hag a iea assambles ganthan.
Ha kerkent ha ma oe diskennet Jesus euz ar vag, e teuaz d’he zialben eun den a oa o tond euz ar beziou, hag a oa possedet gant eur spered impur.
Pa oe distro Jesus, eur bobl vraz a zeuaz d’hen digemer; rag an holl a oa en gortoz anezhan.