Hag an hini hen deuz recevet an had e‐touez ar spern, hennes eo an hini a zelaou ar ger; mes sourciou ar bed‐man ha tromplerez ar madou a voug ar ger, hag e teu da veza difrouez.
Sant Marc 4:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) lod all a gwezaz e‐touez ar spern; hag ar spern a zavaz hag a vougaz anezhan, ha ne roaz ket a frouez; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh. |
Hag an hini hen deuz recevet an had e‐touez ar spern, hennes eo an hini a zelaou ar ger; mes sourciou ar bed‐man ha tromplerez ar madou a voug ar ger, hag e teu da veza difrouez.
Ha lod all a gwezaz en douar mad, hag a roaz frouez; darn o rapporti kant kemend all, darn tri‐ugent, ha darn all tregont.
ha lod all a gwezaz en douar mad hag e roaz frouez, pehini a zavaz hag a greskaz, en hevelep doare ma rapportaz unan tregont, eun all tri‐ugent, hag eun all kant.
Neuze e lavaraz dezhe: Diwallit mad euz an avaristed; rag evit eun den da gaout kalz a vadou, n’hen deuz ket ar vuez dreizhe.
Likit eta evez ouzoc’h hoc’h‐unan, gant aoun na zeufe an debauch, ar vezventi ha sourciou ar vuez‐man da bouneraad ho calon, ha na gwezfe an devez‐se varnoc’h heb gouzoud deoc’h.
hag ar pez a zo kwezet e‐touez ar spern, eo ar re ho deuz klevet ar ger; ha pere en eur vond kuit, a lez ar ger da veza mouget gant ar sourciou, gant ar pinvidigeziou, hag ar plijadurezou euz ar vuez‐man, en hevelep doare ma na zougont ket ho frouez beteg beza dare;
Lod all a gwezaz e‐touez ar spern, hag ar spern a greskaz assambles gant ar greun, hag a vougaz anezhan.