Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: Dre ma’z eo roet deoc’h da anaoud mysteriou rouantelez an envou, mes n’ed eo ket roet dezhe.
Sant Marc 4:26 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a reazc’hoas: Rouantelez Doue a zo henvel ouz eun den hag hen deuz taolet had en douar; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras: Bez’ emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel pa daol un den had en douar, |
Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: Dre ma’z eo roet deoc’h da anaoud mysteriou rouantelez an envou, mes n’ed eo ket roet dezhe.
Eur barabolen all a broposaz dezhe, en eur lavaret: Rouantelez an envou a zo henvel ouz eun den pehini hen doa hadet had mad en he bark.
Hag hen a lavaraz dezhe kalz a draou dre barabolennou, o komz evel‐hen: Eun hader a ieaz er meaz evit hada;
Eur barabolen all a broposaz dezhe, hag e lavaraz: Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur c’hreunen moutard kemeret gant eun den hag hadet ganthan en he bark;
Lavaret a reaz dezhe ar barabolen all man: Rouantelez an envou a zo henvel ouz ar goell kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzulat bleud, bete ma vefe goet holl.
Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret: En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.
Rag an neb hen deuz e vezo roet dezhan; mes an hini n’hen deuz ket, e vezo lammet diganthan zoken ar pez hen deuz.
pe hen a gousko pe hen a vezo var ar bale, koulz en noz evel en deiz, an had ne ehan ket da ziwann ha da greski hep ma oar an den penaos.
Neuze e lavaraz: Ouz petra eo henvel rouantelez Doue, hag ouz petra e comparachin‐me anezhi?
Eun hader a ieaz er meaz evit hada he had, hag en eur hada, lod a gwezaz a‐hed an hent, hag a oe mac’het, hag al lapoused euz an env a zebraz anezhan holl.
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ma na varv ket ar c’hreunen winiz, goude ma vez taolet en douar, e choum he‐unan; mes mar marv, e toug kalz a frouez.