ha na gompren ket anezhan, an drouk‐spered a zeu, hag a skrap ar pez a zo bet hadet en he galon; hennes eo an hini hen deuz recevet an had a‐hed an hent.
Sant Marc 4:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar re a zo a‐hed an hent, eo ar re a zo hadet ar Ger enhe, mes kerkent m’ho deuz he glevet, e teu Satan hag e lam kuit ar Ger a oa bet hadet en ho c’halonou; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma’z eo hadet ar ger ennañ, met kerkent m’o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c’halonoù. |
ha na gompren ket anezhan, an drouk‐spered a zeu, hag a skrap ar pez a zo bet hadet en he galon; hennes eo an hini hen deuz recevet an had a‐hed an hent.
Mes int na rejont van e‐bed euz a gement‐se, hag ez ejont kuit, unan d’he vereri, hag eun all d’he drafic.
Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Tec’h kuit, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi.
er memeus doare, ar re a receo an had el leac’chiou meinec, eo ar re pere, kerkent ha ma klevont ar Ger, a receo anezhan gant joa;
ha pa oa oc’h hada, e c’hoarvezaz da zarn euz an had kweza a‐hed an hent, hag al lapoused a zeuaz hag hen debraz holl;
An had eo ger Doue; ar re a receo anezhan a‐hed an hent eo ar re hen selaou; mes an diaoul a zeu, hag a denn ar ger‐ze euz ho c’halonou, gant aoun ne deufent da gredi ha da veza salvet;
Pa glevjont komz euz a resurrection ar re varo, lod a reaz goab, hag ar re all a lavaraz: Eur vech all e klevimp ac’hanoud var gement‐se.
Mes Per a lavaraz dezhan: Ananias, perag hen deuz Satan leuniet da galon, ken ec’h euz lavaret gaou d’ar Spered‐Santel, ha miret eul loden euz priz an douar?
Donedigez an impi‐ze a vezo great gant nerz Satan, gant peb seurt galloud, gant burzudou ha miraclou faoz,
hag o tiwall na vez den avoultr, na profan e‐bed evel Esaü, pehini, evit eur pred‐boued hep‐ken, a verzaz he zroed a vab hena.
Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll.
Bezit sobr, beillit; rag hoc’h enebour, an diaoul, a ra an dro deoc’h, evel eul leon o iudal, o klask piou a hello da lounka.
Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.
Hag an diaoul, pehini a dromple anezhe, a oe taolet el lenn a dan hag a soufr, en pe leac’h ema al loen hag ar fals‐profet; hag e vezint tourmantet noz‐deiz, da virviken.