Na leker ket ken neubeut gwin nevez ebarz barikennou koz; anez ar barikennou a freuz, ar gwin a red, hag ar barikennou a vez kollet; mes lakaad a rer ar gwin nevez en barikennou nevez, hag e virer an eil hag egile.
Sant Marc 2:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Den ken neubeut na laka gwin nevez en barikennou koz; anez ar gwin nevez a freuzfe ar barikennou, ar gwin a redfe, hag ar barikennou a vefe kollet; mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez. |
Na leker ket ken neubeut gwin nevez ebarz barikennou koz; anez ar barikennou a freuz, ar gwin a red, hag ar barikennou a vez kollet; mes lakaad a rer ar gwin nevez en barikennou nevez, hag e virer an eil hag egile.
Den na stag eun tam mezer nevez ouz eur zae goz; anez an tam mezer nevez a rogfe ar mezer koz, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h.
Hag e c’hoarvezaz, pa oa Jesus o tremen a‐dreuz an ed, eun devez sabbat, ma commansaz he ziskibien, en eur vale, da denna tamoezennou.