Pa oe tremenet ar sabbat, da c’houlou deiz an devez kenta euz ar sizun, e teuaz Mari Magdalen hag ar Vari all evit gwelet ar bez.
Sant Marc 16:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an deiz kenta euz ar sizun e teujont d’ar bez mintin‐mad, goude sao‐heol. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Deiz kentañ ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d’ar bez. |
Pa oe tremenet ar sabbat, da c’houlou deiz an devez kenta euz ar sizun, e teuaz Mari Magdalen hag ar Vari all evit gwelet ar bez.
Pa oe tremenet ar sabbat, Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes, ha Salome, a brenaz louzou a c’houez‐vad, evit dond da ambaumi anezhan.
Mes an deiz kenta euz ar sizun, e teujont mintin mad d’ar bez, o tigas ganthe al louzou a c’houez‐vad ho doa preparet; ha bez’ e oa unan‐benag all assambles ganthe.
An deiz kenta euz ar sizun, Mari Madalen a zeuaz etrezeg ar bez beure mad, pa oa c’hoas teval; hag e velaz ar mean lammet kuit divar ar bez.