Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha na velit‐hu ket an holl draou‐ze? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo ket lezet aman an eil mean var egile, holl e vezint diskaret.
Sant Marc 13:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan: Gwelet a rez‐te an edifisou kaer‐ze; na vezo lezet mean var vean hep na vezo diskaret. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret. |
Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha na velit‐hu ket an holl draou‐ze? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo ket lezet aman an eil mean var egile, holl e vezint diskaret.
Hag e sellit euz an traou‐ze! Dond a rai an deiziou ma ne vezo ket lezet enhan an eil mean var egile heb beza diskaret.
Rag klevet hon euz anezhan o lavaret penaos Jesus, an Nazaread‐se, a zistrujo al leac’h‐man, hag a chencho an ordrenansou roet deomp gant Moises.
Mez lez ar porz a zo a‐ziaveaz an templ, ha na vuzur ket anezhan; rag roet eo bet d’ar Jentiled; hag int a flastro gant ho zreid ar gear zantel e‐pad daou vis ha daou‐ugent.