Ha piou‐benag hen devezo roet da eva eur verennad dour iên hep‐ken da unan euz ar re vihan‐man, abalamour ma’z eo diskibl d’in, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans.
Sant Marc 12:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha kalz a dud pinvidic a daole kalz enhan. Dond a reaz ive eun intanvez paour, pehini a daolaz ebarz daou bezic arc’hant pere a ra eul liard. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a reas un intañvez paour hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc’h ober ur gwenneg. |
Ha piou‐benag hen devezo roet da eva eur verennad dour iên hep‐ken da unan euz ar re vihan‐man, abalamour ma’z eo diskibl d’in, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans.
E gwirionez hen lavaran d’id, na zeui ket er meaz ac’hane, ken az pezo paeet an diveza liard.
Ha Jesus, o veza azezet dirag ar c’hef, a zelle penaos e taole ar bobl arc’hant er c’hef,
Neuze, o veza galvet he ziskibien, e lavaraz dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h: an intanvez paour‐ze he deuz taolet ebarz ar c’hef muioc’h eged ar re all holl.
Hen lavaret a ran d’id, na zeui ket er meaz ac’hane, ken az pezo paeet an diveza diner.
Rag, mar hen deuz an den bolontez‐vad da rei, ez eo agreabl da Zoue, o rei hervez ar pez hen deuz, ha nann hervez ar pez n’hen deuz ket.
penaos, goude beza bet amprouet gant kalz a afflictionou, ez int bet karget a joa, ha penaos en ho faourentez vraz, ho deuz skulliet en abondans ar pinvidigeziou euz ho largentez.