E gwirionez hen lavaran deoc’h, ma n’en em gonvertissit ket, ha ma ne deuit da veza henvel ouz bugale vihan, ne antreot ket en rouantelez an envou.
Sant Marc 10:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh. |
E gwirionez hen lavaran deoc’h, ma n’en em gonvertissit ket, ha ma ne deuit da veza henvel ouz bugale vihan, ne antreot ket en rouantelez an envou.
Mes Jesus a lavaraz; Lezit ar vugaligou, ha na zifennit ket outhe dond d’am c’havout; rag rouantelez an envou a zo d’ar re a zo henvel outhe.
E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi.
Breudeur, na vezit ket bugale e‐kenver ar skiant; mes e‐kenver ar fallentez bezit bugaligou; hag evit ar pez a zell ar skiant bezit tud c’hreat.
c’hoantait a galon, evel bugale nevez ganet, al leaz spirituel ha pur, ma teuot dreizhan da greski.