Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.
Sant Lucas 3:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a zeuaz en holl vro var‐dro d’ar Jourdan, en eur brezeg badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a reas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec’hedoù, |
Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.
Jesus, o veza leun euz ar Spered‐Santel, a zistroaz euz ar Jourdan, hag a oe kasset gant ar Spered ebarz an dezert;
Kement‐man a c’hoarvezaz en Bethabara, en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi.
Hag e teujont da gavoud Ian, hag e leverjont dezhan: Mestr, an hini a oa ganez en tu all d’ar Jourdan, ha da behini ec’h euz roet testeni, setu hen o vadezi, hag ez eont holl d’he gavout.
Araog he zonedigez, Ian hen doa prezeget badiziant ar gonversion d’an holl bobl a Israel.
Neuze Paol a lavaraz: Ian evit‐gwir hen deuz badezet euz ar vadiziant a gonversion, en eur lavaret d’ar bobl credi en Hini a zeue var he lerc’h, da lavaret eo, er C’hrist Jesus.
Ha breman, perag e taleez‐te? Sav, receo ar vadiziant ha bez gwalc’het euz da bec’hejou, en eur c’hervel hano an Aotrou.