Ha piou‐benag ha n’ho recevo ket, ha na zelaouo ket ho komzou, pa’z eot kuit euz an ti‐ze, pe euz ar gear‐ze, hijit ar boultren euz ho treid.
Sant Lucas 10:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes pa antreot en eur gear, ma ne vezit ket digemeret, it er meaz var ar ruiou, ha livirit: Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e peseurt kêr bennak ma’z eot ha ma ne viot ket degemeret, it er straedoù ha lavarit: |
Ha piou‐benag ha n’ho recevo ket, ha na zelaouo ket ho komzou, pa’z eot kuit euz an ti‐ze, pe euz ar gear‐ze, hijit ar boultren euz ho treid.
Hija a reomp ouzoc’h ar boultren a zo staget ouzomp en ho kear; gouvezit koulskoude penaos ez eo deuet rouantelez Doue beteg enoc’h.
Iac’hait ar re glanv a vezo eno, ha livirit dezhe: Rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h.
Ha piou‐benag na recevo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit euz ho c’hear, hijit ar boultren euz ho treid, evit testeni en ho enep.
Mes Paol ha Barnabas, o veza hijet ar boultren euz ho zreid en ho enep, a ieaz da Iconium.
Mes, evel ma stourment, ha ma wall‐gomzent outhan, hen a hijaz he zillad, hag a lavaraz dezhe: Ra gwezo ho koad varnoc’h hoc’h‐unan; neat oun euz a gement‐se; divar‐vreman, ez in etrezeg ar Jentiled.