Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 9:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Ha piou‐benag na recevo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit euz ho c’hear, hijit ar boultren euz ho treid, evit testeni en ho enep.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 P’en em gavo tud n’ho tegemerint ket, pa’z eot kuit eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 9:5
13 Referencias Cruzadas  

ha kasset e veot dirag ar gouarnerien, ha dirag ar rouane, abalamour d’in, evit beza da desteni dezhe ha d’an nationou.


Ha piou‐benag n’ho tigemoro ket, ha na zelaouo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit ac’hane, hejit ar boultren euz ho treid en testeni a‐enep dezhe. E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da Sodom ha da Gomor en deiz ar varn, eged d’ar gear‐ze.


Piou‐benag a receo unan euz ar vugaligou‐man em hano, a receo ac’hanoun; ha piou‐benag a receo ac’hanoun, n’eo ket me eo a receo, mes an hini hen deuz va digasset.


An neb ho selaou‐c’houi am zelaou‐me; hag an neb ho tisprij‐c’houi am disprij‐me; hag an neb am disprij‐me, a zisprij an hini hen deuz va digasset.


Ha Jesus a c’hourc’hemenaz dezhan diwall da lavaret kement‐se da zen e‐bed; mes kea, emezhan, en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez a zo bet gourc’hemenet gant Moises, evit ma servicho kement‐se da desteni dezhe.


Hag en pe seurt ti‐benag ma c’hantreot, choumit eno bete ma’z eot kuit.


hag a lavaraz dezhe: Piou‐benag a receo ar bugel‐man em hano, a receo ac’hanoun; ha piou‐benag a receo ac’hanoun, a receo an hini hen deuz va digasset. Rag an hini a zo ar bihana en ho touez holl, hennes eo a vezo braz.


Mes Paol ha Barnabas, o veza hijet ar boultren euz ho zreid en ho enep, a ieaz da Iconium.


Mes, evel ma stourment, ha ma wall‐gomzent outhan, hen a hijaz he zillad, hag a lavaraz dezhe: Ra gwezo ho koad varnoc’h hoc’h‐unan; neat oun euz a gement‐se; divar‐vreman, ez in etrezeg ar Jentiled.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos