hag e c’hano eur mab, hag e c’halvi he hano Jesus (Salver); rag hen eo a zaveteo he bobl euz ho fec’hejou.
Sant Lucas 1:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes an eal a lavaraz dezhan: N’az pe ket a aoun, Zakarias; rag da beden a zo bet selaouet, hag Elizabet, da vreg, a c’hano d’id eur mab, hag e c’halvi he hano Ian. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met an ael a lavaras dezhañ: Na’z pez ket aon, Zakaria, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elesbed a c’hano dit ur mab hag e c’halvi e anv Yann. |
hag e c’hano eur mab, hag e c’halvi he hano Jesus (Salver); rag hen eo a zaveteo he bobl euz ho fec’hejou.
Mes kerkent Jesus a gomzaz outhe, en eur lavaret: Ho pezet fizians; me eo, n’ho pezet ket a aoun.
Hogen an eal, o komz outhe, a lavaraz d’ar gragez: Evidoc’h‐hu, n’ho pezet ket a aoun, rag gouzoud a ran penaos e klaskit Jesus pehini a zo bet crucifiet.
Mes hen a lavaraz dezhe: Na vezit ket spountet; klask a rit Jesus a Nazaret pehini a zo bet crucifiet; resussitet eo, n’ema ket aman; setu aman al leac’h en pehini ho doa lakeat anezhan.
Eur sujet a joa hag a laouenedigez e vezo evidoud, ha kalz en em rejouisso euz he c’hinivelez.
Hag an eal a lavaraz dezhi: N’az pe ket a aoun, Mari, rag kavet ec’h euz gras dirag Doue.
Pa oe deuet an eizved devez evit circonciza ar bugel, e oe hanvet JESUS, an hano a oa bet roet dezhan gant an eal, araog ma oa concevet en kov he vam.