Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 1:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 hag e c’hano eur mab, hag e c’halvi he hano Jesus (Salver); rag hen eo a zaveteo he bobl euz ho fec’hejou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 hag e c’hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec’hedoù.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

21 Hi e laquei ér bed ur mab, ha hui en hanhuou Jesus; rac ma vou ean e zivéhiou é bobl a ou féhedeu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 1:21
36 Referencias Cruzadas  

Mes ne anavezaz ket anezhi bete ma oe gwillioudet euz he mab kentaganet, hag hen a roaz dezhan an hano a Jesus.


Mes an eal a lavaraz dezhan: N’az pe ket a aoun, Zakarias; rag da beden a zo bet selaouet, hag Elizabet, da vreg, a c’hano d’id eur mab, hag e c’halvi he hano Ian.


Ha setu, te a goncevo, hag e c’hani eur mab, hag e roi dezhan an hano a JESUS.


rag ganet eo hirio deoc’h, en kear David, eur Zalver, pehini eo ar C’hrist, an Aotrou.


Pa oe deuet an eizved devez evit circonciza ar bugel, e oe hanvet JESUS, an hano a oa bet roet dezhan gant an eal, araog ma oa concevet en kov he vam.


An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz: Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed.


Hag e lavarent d’ar vaouez: N’e ket abalamour d’ar pez ec’h euz lavaret deomp e credomp breman; rag klevet hon euz hon‐unan, hag ec’h ouzomp ez eo he‐man en gwirionez ar C’hrist, Salver ar bed.


Euz a lignez David eo hen deuz Doue, hervez he bromessa, savet da Israel eur Zalver, pehini eo Jesus.


Evidoc’h‐hu da genta eo hen deuz Doue, o veza savet he Vab Jesus, hen digasset evit ho penniga, en eur denna pep hini ac’hanoc’h euz he fallentez.


Ha n’euz ket a zilvidigez en hini all e‐bed; rag n’euz hano all e‐bed dindan an env a vez bet roet d’an dud, dre behini ec’h haljemp beza salvet.


Doue hen deuz savet anezhan en tu‐deo dezhan, evel ar Prins hag ar Zalver, evit rei da Israel ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou.


pehini a zo en em roet he‐unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he‐unan eur bobl choazet, douget evit an œuvrou mad.


Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.


Mes mar baleomp er sclerijen, evel ma ema he‐unan er sclerijen, hon euz communion an eil gant egile, ha goad Jesus‐Christ he Vab a neta ac’hanomp a bep pec’hed.


Hogen, gouzoud a rit penaos Jesus‐Christ a zo deuet evit lemmel hor pec’hejou, ha penaos n’euz ket a bec’hed enhan.


Ha me a lavaraz dezhan: Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in: Ar re‐ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos