Lod a lavar ez oud Ian ar Badezour; lod all, Elias; ha lod all, Jeremias, pe unan euz ar brofeted.
Sant Ian 9:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan: Mestr, piou hen deuz pec’het, pe an den‐man, pe he dad, pe he vam, pa’z eo deuet dall var an douar? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E ziskibien a c’houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec’het, hemañ pe e dud, ma’z eo bet ganet dall? |
Lod a lavar ez oud Ian ar Badezour; lod all, Elias; ha lod all, Jeremias, pe unan euz ar brofeted.
Mes c’houi, ne lakit ket gervel ac’hanoc’h, Mestr; rag unan hep‐ken eo ho mestr, ar C’hrist; ha c’houi holl a zo breudeur.
Ha Jesus, o respout, a lavaraz dezhe: Ha sonjal a ra deoc’h‐hu e tle ar Galileed‐se beza bet brassoc’h pec’herien eged an holl Galileed all, abalamour ma’z eo arruet kement‐man ganthe?
Respont a rejont dezhan: Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen! Hag e taoljent anezhan er meaz.
Ha pa velaz ar Varbared al loen‐ze a ispil euz he zorn, e leverjont etrezhe; A‐dra‐zur an den‐ze a zo eur muntrer, pa’z eo gwir, goude ma eo bet en em dennet euz ar mor, ar Justis n’hen lez ket da veva.