Sant Ian 8:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag evel ma talc’hent d’hen interroji, e savaz en he za, hag e lavaraz dezhe: An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h ra sklapo ganthi ar mean kenta. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met evel ma talc’hent d’ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac’hanoc’h a zo hep pec’hed ra daolo ar maen kentañ outi. |
Neuze Jesus, o veza savet en he za, hag evel na vele den nemed ar vaouez, a lavaraz dezhi: Maouez peleac’h ema ar re a oa ouz da damal? N’ed oud bet condaonet gant hini anezhe?
Ra vezo ho komz leun a c’hras, ha saouret‐mad gant holen, evit ma c’hellot respont da bep hini evel ma’z eo dleet.
Bez’ e oa ganthan en he zorn deo seiz stereden; euz he c’henon e teue eur c’hleze lem euz an daou du, hag e vizach a lugerne evel an heol e‐kreiz he nerz.
Euz he c’henou e teue eur c’hleze lem evit skei an nationou, rag gouarn a rai anezhe gant eur wialen houarn hag e wasko gant he dreid beol ar gwin euz a goler hag euz a indignation an Doue holl‐c’halloudec.
Distro eta; anez me a zeuio d’az kavoud hep‐dale, hag e combattin en ho enep gant ar c’hleze euz va genou.