Jesus, o veza eat ac’hane, a zeuaz tost da vor Galile; hag o veza pignet var eur menez, ec’h azezaz eno.
Sant Ian 6:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude‐ze, Jesus a dremenaz en tu all da vor Galile, a c’halver ive mor Tiberiad. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude-se, Jezuz a dremenas en tu all da Vor Galilea pe Mor Tiberiaz. |
Jesus, o veza eat ac’hane, a zeuaz tost da vor Galile; hag o veza pignet var eur menez, ec’h azezaz eno.
Ha Jesus, en eur vale a‐hed mor Galile, a velaz daou vreur, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur, o teurel ho rouejou er mor; rag pesketerien e oant.
Evel ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue.
Goude‐ze, Jesus en em ziskouezaz adare d’an diskibien tost da vor Tiberiad, ha setu penaos en em ziskouezaz:
(koulskoude bagou all a oa erruet euz a Diberiad, tost d’al leac’h en pehini ho doa debret bara, goude m’hen doe an Aotrou rentet grasou);
Goude an traou‐ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro.