Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 6:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag eur foul braz a dud a heullie anezhan, rag gwelet a rent ar miraclou a rea var ar re glanv.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ur bobl vras a heulie anezhañ, abalamour ma welent ar mirakloù a rae war ar re glañv.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 6:2
19 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus, o c’houzout kement‐se, a ieaz kuit ac’hane; ha kalz a dud a ieaz var he lerc’h, hag hen ho iac’heaz holl.


Hag eur maread braz a dud en em zastumaz var he dro, en hevelep doare ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz eno; hag ar bobl a choumaz var an aod.


Ha pa deuaz Jesus ac’hane e velaz eur foul braz a dud; hag hen doe truez outhe, hag e iac’heaz ho c’hlanvourien.


Pa oe diskennet Jesus divar ar menez, eur foul braz a bobl a heuliaz anezhan.


Mes o veza eat er meaz, an den‐ze a gommansaz da gonta d’an hell ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement‐se da veza anavezet tro‐var‐dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e‐touez an dud; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.


Mes ar bobl a velaz anezhe o vond kuit, ha kalz a anavezaz anezhan; hag e redjont di, var droad, euz an holl geariou, hag o veza en em gavet araog dezhe, en em dastumjont dirazhan.


Neuze prinsed ar veleien hag ar Farizianed a assamblaz ar Sanhedrin, hag a lavaraz: Petra a raimp‐ni? rag an den‐ze a ra kalz a viraclou?


Hag ar bobl a oa eat ive d’he zialben, abalamour m’ho doa klevet hen doa great ar miracl‐ze.


Mes evithan da veza great kement a viraclou dirazhe, ne gredjont ket enhan.


Jesus a reaz ar c’henta miracl‐man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar; hag he ziskibien a gredaz enhan.


E‐pad ma edo en Jerusalem, da c’houel Pask, kalz a gredaz en he hano, o velet ar miraclou a rea.


Jesus a reaz c’hoas dirag he ziskibien kalz a viraclou all, pere n’int ket scrivet el levr‐man.


An den‐ze a zeuaz, e‐pad an noz, da gavout Jesus hag a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud eun doctor deuet a‐berz Doue; rag den na hell ober ar miraclou a rez ma n’ema ket Doue ganthan.


Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed.


An deiz varlerc’h, ar bobl a oa choumet en tu all d’ar mor, a velaz ne oa bet bag all e‐bed eno nemed an hini en pehini e oa eat he ziskibien, ha penaos Jesus ne oa ket eat ebarz ar vag ganthe, mes e oant eat kuit ho‐unan


Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran deoc’h, c’houi a glask ac’hanoun, n’e ket abalamour ma hoc’h euz gwelet miraclou, mes abalamour ma hoc’h euz debret euz ar bara, ha ma’z oc’h bet rassaziet.


Neuze e leverjont dezhan: Pe seurt miracl a rez‐te eta evit ma her gwelimp, ha ma credimp enoud? Pe seurt œuvr a rez‐te?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos