Mes evel na gredent ket c’hoas, gant ar joa a oa enhe, hag evel ma oant souezet, hen a lavaraz dezhe: Ha beza oc’h euz‐hu aman eun dra‐benag da zebri?
Sant Ian 21:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhe: Digassit euz ar pesked emoc’h o paouez kemeret. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc’h eus tapet bremañ. |
Mes evel na gredent ket c’hoas, gant ar joa a oa enhe, hag evel ma oant souezet, hen a lavaraz dezhe: Ha beza oc’h euz‐hu aman eun dra‐benag da zebri?
Simon Per a bignaz a‐nevez, hag a dennaz ar roued d’an douar, hag hen leun a gant tri hag hanter kant pesk braz, ha petra‐benag ma oa kement‐se, na doraz ket ar roued.
Ha Jesus a gemeraz ar baraou, ha goude beza rentet grasou, e tistribuaz anezhe d’an diskibien, hag an diskibien ho distribuaz d’ar re a oa azezet; ober a rejont kement all gant ar pesked, hag ho doe kement ha ma karient.
Bez’ ez euz aman eur c’hrennard hag a zo ganthan pemp bara heiz ha daou besk; mes petra eo an dra‐ze evit kement a dud?