Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 6:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Bez’ ez euz aman eur c’hrennard hag a zo ganthan pemp bara heiz ha daou besk; mes petra eo an dra‐ze evit kement a dud?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Bez’ ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo kement-se evit kement a dud?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 6:9
24 Referencias Cruzadas  

Lavaret a rejont dezhan: N’hon euz aman nemed pemp bara ha daou besk.


Ha na gomprenit‐hu ket c’hoas, hag ankounac’heet hoc’h euz‐hu dija ar pemp bara euz ar pemp mil den, ha ped panerad ho poa dastumet?


Hag e lavaraz dezhe: Ped bara hoc’h euz‐hu? It ha gwelet. Ha pa ho doe gwelet, e leverjont: Pemp bara ha daou besk.


Pa doriz ar pemp bara evit ar pemp mil den, ped panerad leun a dammou ho poa‐hu dastumet? Int a lavaraz dezhan: Daouzec.


Mes hen a lavaraz dezhe: Roit boued dezhe hoc’h‐unan. Hag int a respontaz: N’hon euz ken nemed pemp bara ha daou besk; nemed mond a rafemp da brena boued evit an holl bobl‐man;


Ha Martha a lavaraz da Jesus: Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet;


Pa oe erru Mari el leac’h ma oa Jesus, ha pa velaz anezhan, hi en em daolaz d’he dreid hag a lavaraz dezhan: Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet.


Jesus a lavaraz dezhe: Digassit euz ar pesked emoc’h o paouez kemeret.


Jesus eta a dostaaz, hag a gemeraz bara, hag e roaz dezhe, ha pesked ive.


Pa oent diskennet d’an douar, e veljont eno glaou beo, ha pesked varnezhe, ha bara.


Ha Jesus a gemeraz ar baraou, ha goude beza rentet grasou, e tistribuaz anezhe d’an diskibien, hag an diskibien ho distribuaz d’ar re a oa azezet; ober a rejont kement all gant ar pesked, hag ho doe kement ha ma karient.


Philip a respontaz dezhan: Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.


Rag anaoud a rit ar garantez euz hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini, hag hen pinvidic, a zo en em c’hreat paour abalamour deoc’h, evit ma teujac’h da veza pinvidic dre he baourentez.


Hag e kleviz e‐kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare: Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner; mes diwall da goll an eol hag ar gwin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos