Sant Ian 21:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude‐ze, Jesus en em ziskouezaz adare d’an diskibien tost da vor Tiberiad, ha setu penaos en em ziskouezaz: Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d’an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ. |
Hogen an unnec diskibl a ieaz en Galile, var ar menez a oa bet merket dezhe gant Jesus.
Goude‐ze, hen en em ziskouezaz en eun doare all da zaou anezhe, pa oant o vale evit mond var ar meaz.
Da ziveza en em ziskouezaz d’an unnec abostol, pa edont ouz taol, hag e rebechaz dezhe ho incredulite hag ar galeder euz ho c’haloun, abalamour n’ho doa ket credet ar re ho doa gwelet anezhan resussitet.
Mes it, ha livirit d’he ziskibien ha da Ber ema o vond araog deoc’h en Galile; eno e velot anezhan, evel m’hen deuz lavaret deoc’h.
Hou‐man oa dija an deirved gwech m’hen em ziskoueze Jesus d’he ziskibien, goude ma oe resussitet a‐douez ar re varo.
(koulskoude bagou all a oa erruet euz a Diberiad, tost d’al leac’h en pehini ho doa debret bara, goude m’hen doe an Aotrou rentet grasou);
da bere ive en em ziskouezaz beo, goude he bassion, o rei dezhe kalz a breuvennou euz a gement‐se, oc’h apparissa dezhe e‐pad daou‐ugent devez, hag o komz dezhe euz an traou a zell ouz rouantelez Doue.