Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 16:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Da ziveza en em ziskouezaz d’an unnec abostol, pa edont ouz taol, hag e rebechaz dezhe ho incredulite hag ar galeder euz ho c’haloun, abalamour n’ho doa ket credet ar re ho doa gwelet anezhan resussitet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Da ziwezhañ en em ziskouezas d’an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c’haleter a galon, abalamour n’o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 16:14
24 Referencias Cruzadas  

Neuze hen a gommansaz ober rebechou d’ar c’heariou en pere hen doa great an darnvuia euz he viraclou, abalamour n’ho doa ket en em gonvertisset.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Abalamour d’ho neubeud a feiz eo; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz kement hag eur c’hreunen zezo, e lavarjec’h d’ar menez‐man: Kerz ac’hann du‐hont, hag ez aje, ha netra na vije impossubl deoc’h.


Ha pa her gweljont, ec’h adorjont anezhan; mes bez’ e oe darn hag a zouetaz.


Hag hen a lavaraz dezhe: Daoust ha c’houi ive a zo hep ententamant? Ha na gomprenit‐hu ket penaos kement tra a‐ziaveaz hag a antre en den, na hell ket souilla anezhan?


Mes kemer a rejont ho c’homzou evit hunvreou, ha n’ho c’hredjont ket.


Neuze e lavaraz dezhe: O tud diskiant, ha tud a galon diegus da gredi ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted!


An diskibien all eta a lavaraz dezhan: Ni hon euz gwelet an Aotrou. Mes hen a lavaraz dezhe: Ma na velan en he zaouarn merk an tachou, ha ma na lakaan va biz en merk an tachou, ha ma na lakaan va dorn en he gostez, me na gredin ket.


Eiz deiz goude, he ziskibien a oa adare en ti, ha Thomas a oa ganthe. Jesus a zeuaz, an norojou o veza serret, hag en em zalc’haz en ho c’hreiz hag a lavaraz: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h!


Neuze e lavaraz da Thomas: Laka da viz aman, ha sell ouz va daouarn; astenn ive da zorn, ha laka‐hen em c’hostez, ha na vez ket eun den difeiz, mes eun den hag a gred.


Goude‐ze, Jesus en em ziskouezaz adare d’an diskibien tost da vor Tiberiad, ha setu penaos en em ziskouezaz:


Hou‐man oa dija an deirved gwech m’hen em ziskoueze Jesus d’he ziskibien, goude ma oe resussitet a‐douez ar re varo.


da bere ive en em ziskouezaz beo, goude he bassion, o rei dezhe kalz a breuvennou euz a gement‐se, oc’h apparissa dezhe e‐pad daou‐ugent devez, hag o komz dezhe euz an traou a zell ouz rouantelez Doue.


penaos eo bet gwelet gant Cephas, ha goude‐ze, gant an daouzec;


ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou‐lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe; az pez zel eta, ha distro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos