Filemon 1:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha d’hor muia‐karet Apphia, ha da Archippus, hor c’hen‐vreur en armou, ha d’an Iliz a zo en da di. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned d’hor c’haret-mat Apfia, da Arkipuz hor c’henvrezelour, ha d’an Iliz a zo en da di: |
Saludit ive an Iliz a zo en ho zi. Saludit Epaïnetus, va muia‐karet, ar c’henta a zo bet en eni gonvertisset d’ar C’hrist en Akaia.
Illizou an Azi a zalud ac’hanoc’h. Akilas ha Priscilla, gant an Iliz a zo en ho zi, a zalud kalz ac’hanoc’h en Aotrou.
Mes sonjet em euz koulskoude e oa red kas deoc’h Epaphroditus, va breur, va c’hen‐labourer, ha va c’hompagnon a‐vrezel, an hini a zo kannad deoc’h, hag hen deuz va zicouret em ezomou;
Ha livirit da Archippus: Laka evezmad ouz ar garg ec’h euz recevet digant an Aotrou, evit gallout he ober ervad.