Debriñ hag evañ a rejont en deiz-se dirak an AOTROU gant ul levenez vras. Hag ec'h embannjont roue evit an eil gwech Salomon mab David. E oleviñ a rejont dirak an AOTROU evel rener, ha Zadok evel aberzhour.
Ne'c'h eus ket kinniget din oaned da loskaberzhoù, ne'c'h eus ket va enoret gant da aberzhoù, ne'm eus ket trubuilhet ac'hanout evit profoù, ne'm eus ket skuizhet ac'hanout evit ezañs,
Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoù hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien.
En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.
Ne ginnigint ket gwin d'an AOTROU, ne blijo ket dezhañ; o aberzhoù a vo evito evel bara an enkrez, an holl re a zebro dioutañ a vo saotret. Rak o bara ne vo nemet evito o-unan, ned aio ket da di an AOTROU.
Komz ouzh holl bobl ar vro hag ouzh an aberzhourien, ha lavar: Pa hoc'h eus yunet ha gouelet d'ar pempvet ha d'ar seizhvet miz, kement-se abaoe dek vloaz ha tri-ugent, hag-eñ eo evidon hoc'h eus yunet?
Ha n'eo ket ar c'homzoù en deus lavaret an AOTROU dre ar brofeded kentañ, pa oa tud e Jeruzalem ha pa oa sioul, hi hag he c'hêrioù en-dro dezhi, ha pa oa tud o chom er c'hreisteiz hag er blaenenn?
Eno e tebrot dirak an AOTROU ho Toue hag e laouenaiot, c'hwi hag ho tiegezhioù, eus an holl draoù en devo resevet ho taouarn hag en devo ho penniget an AOTROU ho Toue drezo.
hag e roi an arc'hant en trok eus kement a c'hoantaio da ene, loened bras pe bihan, gwin, evajoù kreñv, hervez c'hoantoù da ene e tebri dirak an AOTROU da Zoue, hag e laouenai, te ha da diegezh.
Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhañ. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon.